Mennozhioù kegin
 
Ar yec'hed
 
Kehentiñ
Lec'h ar Gwask
 
Ar re vat
 
Hoc'h evezhiadennoù
 
 
Ar merk An dirïadoù aozadoù
Degemer / Kredoù ha Menegoù lezennel
Kredoù ha Menegoù lezennel

 

 

   

© LAÏTA SAS – Pep gwir miret strizh – Menegoù lezennel

 

Kevredad LAÏTA SAS
Chomlec'h 60 bali Baron Lacrosse Greantva Kergaradeg 29806 Brest cedex
BP + Kêr
Pgz. 33 (0)2 98 42 54 25
Plr. 33 (0)2 98 42 46 10
info@laita.fr

SAS e gevala 3 037 500. €uro,
marilhet e R.C.S. e BREST dindan an niverenn B 380 656 439 00052

 

Renerez an embann : Caroline DORONIS
Kredoù al luc'hskeudennoù : Georges GOURMELON ; Cte Frédéric LESCHALIER DE LISLE

AMSEZ WEB
Ergrafet ha kaset da benn eo bet lec'hienn internet LAITA SAS gant an amsez web MBA Multimédia
2, straed Jean Racine
35000 Roazhon
Pgz : 02 99 26 31 92
Plr : 02 99 26 31 91
info@mba-multimedia.fr

 

HERBERC'HIER
SAFETY HOST
15 straed Lamoricière
44100 Naoned

 

 

 

Diskleriañ a ra an arveriad en deus lennet an titouroù amañ a-us, kent mont da weladenniñ al lec'hienn. En ur zivizout mont d'al lec'hienn ez asant an arveriad, ent sklaer hag ent didorradus, an termenoù amañ war-lerc'h.

 

Ent kempleg diouzh pennad 15 al lezenn niverenn 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 e-keñver ar stlenneg, ar restroù hag ar frankizoù ez eo bet disklêriet al lec'hienn da CNIL (Kengor Broadel ar Stlenneg hag ar Frankizoù).

 


 

STLENNEG ha FRANKIZOÙ

Ent kempleg diouzh al lezenn c'hall eus ar 6 a viz Genver 1978 e-keñver ar stlenneg, ar restroù hag ar frankizoù, daskemmet gant al lezenn e-keñver goudoriñ an dud alvezel a-fet keweriadurioù ar roadennoù o doareoù personnel eus ar 6 a viz Eost, hoc'h eus ar gwir da haeziñ, da zaskemmañ, da reizhañ ha da zilemel roadennoù ouzh ho tizhout en ur c'houlenn digant LAÏTA, pe dre lizher (chomlec'h a-us), pe dre bostel. info@laita.fr

 


 

GWIRIOÙ AN AOZERION

(testenn, luc'hskeudennoù...)

Al luc'hskeudennoù, testennoù, luganoù, tresadennoù, skeudennoù, videoioù, kemalenn fiñv pe get, hag an holl oberennoù enkorfet el lec'hienn zo perc'hentiezh eus LAÏTA SAS pe dredeourion o deus aotreet LAÏTA SAS d'ober ganto.

Ar sielloù, arlunioù ha padelligoù kevregat derc'hennet war al lec'hienn zo goudoret e rezh gwirioù an aozerion hag ar pennadoù L.511.1 hag ar re war-lerc'h eus Dezveg ar Berc'hentiezh Vred e-keñver goudoriñ ar patromoù marilhet.

An eiladurioù, war baper pe e mod stlenneg eus al lec'hienn us-veneget pe eus an oberennoù eiladet warni a vez aotreet gant ma vint evit un arver prevez nemetken o virout ouzh an holl arverioù bruderezhel, ha/pe kenwerzhel ha/pe kelaouiñ ha/pe ret eo dezho bezañ kempleg diouzh diferadurioù ar pennad L.122-5 eus Dezveg ar Berc'hentiezh Vred.

Nemet an diferadurioù a-us ez eo berzet rik an holl eiladurioù, derc'hennadurioù, arverioù pe zaskemmadurioù gant forzh pe vod ha war forzh pe skor eus un darn anezhi pe al lec'hienn a-bezh, eus un darn anezho pe an oberennoù holl a ya d'ober al lec'hienn, hep bezañ aotreet a-raok gant LAÏTA SAS rak an dra-se a dalv da felladenn dambrez ha delusket e vo keisiadurioù barnerezhel keodedel ha/pe kastizel ha taladurioù gaouadoù ha kampioù ganti.

 


 

ATEBEGEZHIOÙ

N'eo ket atebek, tamm ebet, ar c'hevredad e-keñver endalc'hadoù al lec'hiennoù kinniget dre ereoù.

Forzh pe vefe ar rizh ereoù savet diouzh ul lec'hienn internet diavaez, anvet "lec'hienn ereus", davit hini LAÏTA SAS, e chomo gant LAÏTA SAS ar gwir da vont a-enep krouiñ an ereoù-mañ.

 



Taolit evezh

N'omp ket barrek da warantiñ dangelelezh ar c'hemennadennoù treuzkaset dre ar rouedad internet. Neuze, mar fell deoc'h kas ur gemennadenn deomp gant ar gwellañ diogelroez ez erbedomp ac'hanoc'h mont d'an Ti-Post.

 
   

 

LAÏTA
60, bali Baron Lacrosse
Greantva Kergaradeg
F-29806 Brest Cedex 9
Pgz : 33 (0) 2 98 42 54 25
Plr : 33 (0) 2 98 42 46 10
Darempredoù
 
Amsez kehentiñ niverel : MBA Multimédia